Kreizenn rannvroel | Manila |
---|---|
Poblañs | 11,289,368 |
– Stankter | 15,617 dre km² |
Gorread | 636 km² |
Rannoù | |
– Proviñsoù | — |
– Kêrioù | 14 |
– Kumunioù | 3 |
– Barangayioù | 1694 |
– Distrigoù Kannad | 27 |
Yezhoù | filipineg, saozneg, re all |
Metropolitan Manila (filipineg: Kalakhang Maynila) pe Rannvro Kêr-benn Vroadel National Capital Region (NCR) e saozneg, a vez graet eus tolpad-kêrioù kêr-benn Filipinez. Emañ ar veurgêr-mañ e-touez 20 tolpad-kêrioù brasañ ar bed evit ar pezh a sell ouzh an niver a dud o chom enni. Metro Manila a ya d'hec'h ober kêr vManila, anezhi kêr-benn Filipinez ha 16 kêr ha kumun all tro-war-dro, en o zouez Quezon City bet kêr-benn etre 1948 ha 1976.
Kreizenn bolitikel, sokial, armerzhel ha sevenadurel Filipinez eo Metro Manila. Unan eus meurgêrioù modern gevred Azia eo ivez. Evit tud al lec'h, dreist-holl re kêr Manila hec'h-unan, met evit tud ar proviñsoù ivez e vez graet alies gant Manila traken evit envel Metro Manila. Koulskoude ne blij ket kaer an dra-se d'an dud zo o chom e rannoù all eus ar veurgêr. Un afer lorc'h eo hag ivez abalamour m'eo tostoc'h tachenn kêrioù zo eus ar proviñsoù tro-war-dro eget eus Manila hec'h-unan. Aliez e vez berraet Metro Manila e M.M..